|
|
Raktres:Kemenn hollekJacques Vaché (1895-1919) a zo bet ganet en Oriant ha marvet e Naoned, kambr 34 e leti Bro-C’hall, plasenn Graslin. E-pad ar brezel bed kentañ e voe gloazet ha kaset d’un ospital da Naoned. Gant André Breton e reas anaoudegezh eno. Hemañ a lavaro diwar-benn Jakez Vache e oa « un den yaouank faro ha ruz e vlev » (tennet eus « Les pas perdus“).. War-lerc’h ne chomo eus ar barzh dandy nemet un nebeud lizhiri-brezel, ken skoet e oa bet gant an darvoud kriz-se. Embannet e vint gant Breton. Hiziv e vez sellet ouzh Vache evel an hini en deus roet lañs d’al luskad dadaour, abalamour d’e fent du, d’e emzalc’h distag diouzh red ar vuhez... |